Search site
Gaelic Rings
Gaelic Journeys
History of Gaelic
Gaelic Language
Businesses
Our Partners
Travel
Contact Us

Fàilte… Degemer mat.

Klanioù o regasal. Aloubadegoù ar Vikinged. Laerezh mor.

Taolit ur sell dindan gorre aod kaer kornôg Bro-Skos ha c’hwi a gavo un istor bev, reuz hag itrik ennañ. Hag evit dispakañ holl an traoù-se, netra gwelloc’h evit ur veaj war ar C’helc’hioù gouezel, pe Cearcaill na Gàidhlig.

Ganet eo bet ar C’helc’hioù gouezel diwar kenlabourerezh un nebeud embregerezhioù beajiñ ; en o fenn e oa tud plijet bras gant ar yezh hag ar sevenadur gouezelek. Krouet o deus neuze c’hwec’h kelc’h – pe troiadoù dizoleiñ ; kaset e vezer evel-se dre an inizi eus Islay er c’hreisteiz betek Lewis en hanternoz, dre Uheldirioù ar c’hornôg eus Kennacraig da Ullapool.

Pep kelc’h a ro e istor, e verkoù hag e vojennoù dezhañ e-unan da dañva. Dibabit an hent hag e viot degaset en amzer dremenet da welet ar roll pouezus en deus c’hoariet hag a c’hoari c’hoazh ar gouezeleg da stummiñ Bro-Skos. Ha n’eo ket an digarez a vanko deoc’h a-hed an hent da briziañ degemer brudet ar Ouezeled.

C’hwi a gavo war al lec’hienn-mañ kement tra ho peus ezhomm da grog e-barzh : damselloù war ar c’hwec’h Kelc’h gouezel, liammoù d’ho titouriñ sur ha rik a-raok mont kuit, hag evit ho proudañ muioc’h c’hoazh da gemer an hent, notennoù beaj ur Skosad brudet evit pep unan eus ar C'helc'hioù.

Deoc’h da zizoleiñ bremañ…