|
Ar gouezeleg
Herr ar gouezeleg e Bro-Skos gant Roy Pedersen
Ne ouier ket re vat pegoulz ec’h erruas ar gent-Gouezeled e Bro-Skos. Ar pezh a ouier eo e tiwanas daou stumm eus ar yezhoù keltiek kozh-se : ar yezhoù Q-keltiek hag ar yezhoù P-keltiek. An diforc’h pouezus-se a weler splann er ger gouezelek (Q-keltiek) Ceann, a dalv « penn », hag a vez distaget Pen e kembraeg (P-keltiek). Ar gouezeleg a ziskouez ar perzhioù koshañ eus an daou stumm : hervez ar yezhourion eo chomet tostoc’h ouzh e wrizioù kent-keltiek indezeuropeek. Soñjal a reer eta e taas ar gent-Gouezeled da Vreizh-Veur hag Iwerzhon da gentañ, heuliet pell goude e kreisteiz ha reter Breizh-Veur gant an doare P-keltiek « nevez ».
An arbennigourion a soñj bremañ, avat, n’eo ket sur e vije daet gouezelegourion eus hanternoz Iwerzhon d’ober o annez e Argyll etre an IIIvet hag ar Vvet kantved goude J.K. Gouezeled o dije bevet e Argyll kalz abretoc’h, marse adalek deroù Oadvezh an houarn, ma seller ouzh prouennoù henoniel nevez ; ne vije ket daet betek enne neuze ar P-keltieg a yae war-raok e lec’hioù all dre Vreizh-Veur. Goût a reer neoazh e oa bet Fergus Mòr mac Ercc mestr war Dalriada, ur rouantelezh ouezel, e-lec’h m’emañ Argyll bremañ, war-dro 500 goude J.K. Eus anv e veuriad eus hanternoz Iwerzhon, ar Scotti, e ta anvioù Bro-Skos hag ar Skosiz.
D’an amzer ma oa diskennidi Fergus Mòr o sevel o ziriadoù, ec’h erruas sent eus Iwerzhon e Dalriada gant ar soñj strewiñ feiz ha lezenn ar gristeniezh. Dibar a rank bout bet galloudoù kendrec’hiñ hag aozañ ar sent-se : kap e voent da lakaat en arvar ar relijionoù pagan ha zoken da dennañ o mad anezhe ha kement-se gant harp ar galloud roueel. Ar cheñchamant bras degaset gante a oa hep mar implij ar skritur. Ar boaz nevez-se a gemmas krenn an doare ma c'halle an dud desket kontrolliñ aferioù ar re all. Implijet e voe an dornskridoù adalek deroù ar Vvet kantved goude J.K. ha bleuniañ a reas da neuze sevenadur gouezel Iwerzhon ha Skos war dachenn al lennegezh hag ar soñjoù dre vras. Pennadurezh ar Ouezeled a greskas betek gounid war sevenadur ar Bikted (yezh ar bobl-se a seblant bout bet levezonet gant ar P-keltieg). Siellet e oa bet unvaniezh an daou bobl gelt war-dro 843 goude J.K. gant Cinead MacAlpin, renour Alba, da lâret eo rouantelezh ar Bikted hag ar Skosiz en hanternoz eus ar stêr Forth. Daoust da argadennoù ar Vikinged er c’hornôg e c’hallas roueed ouezel ar Skosiz astenn o beli davet ar c’hreisteiz, kement ma en em astenne ar rouantelezh skosat e 1034 betek ul linenn damheñvel ouzh an harz a-vremañ gant Bro-Saoz. En XIIvet kantved e oa gouezeleg yezh ar roue, al lez hag an darn vrasañ eus ar boblañs skosat.
|